Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
Lealded | Union |
Anv e yezh-vamm an den | George Brinton McClellan |
Anv ganedigezh | George Brinton McClellan |
Anv-bihan | George, B. |
Anv-familh | McClellan |
Deiziad ganedigezh | 3 Kzu 1826 |
Lec'h ganedigezh | Philadelphia |
Deiziad ar marv | 29 Her 1885 |
Lec'h ar marv | Orange |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | myocardial infarction |
Lec'h douaridigezh | Riverview Cemetery |
Tad | George McClellan |
Mamm | Elizabeth Brinton |
Pried | Ellen Marcy McClellan |
Bugel | George B. McClellan Jr. |
Kar | Samuel McClellan |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
Yezh implijet dre skrid | saozneg |
Micher | ofiser, designer, skrivagner, army officer |
Karg | Governor of New Jersey |
Bet war ar studi e | United States Military Academy |
Floruit | 1904 |
Deroù ar prantad labour | 1846 |
Strollad politikel | Strollad Demokratel |
Bet war ar renk da vezañ dilennet | 1864 United States presidential election |
Relijion | Presbyterianism |
Grad milourel | major jeneral |
Commander of (DEPRECATED) | Army of the Potomac |
Brezel | Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika, Brezel etre Mec'hiko hag ar Stadoù-Unanet |
Skour lu | Union Army, United States Army |
Oberenn heverk | McClellan saddle |
Deskrivet en URL | https://www.biografiasyvidas.com/biografia/m/mcclellam.htm |
Deskrivet dre | Major General George B. McClellan |
Oberennoù zo en dastumad | National Museum Paleis het Loo |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
National Governors Association biography URL | https://www.nga.org/governor/george-brinton-mcclellan/ |
George Brinton McClellan ganet d'an 3 a viz Kerzu 1826 hag aet da Anaon d'an 29 a viz Here 1885 a oa un ijinour trevour, ur patron hentoù-houarn, ur politkour hag ur soudard stadunanat. Skoliataet e West Point, McClellan a servijas gant enor e-pad Brezel etre Mec'hiko hag ar Stadoù-Unanet, goude-se e yeas da labourat evit an hentoù-houarn betek ma voe tarzhet Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika.
E-penn kentañ ar brezel, McClellan a oa bet lakaet d'ar renk a major jeneral. Un harp a-bouez e voe evit sevel ul lu gourdonet hag aozet mat evit an Unaniezh. Al lu-se a zeuio da vezañ hini ar Potomac (Army of the Potomac). Servijet en devoe e-pad un amzer berr (Du 1861 betek Meurzh 1862) evel ofiser penn da lu an Unaniezh. Gant ma oa George B. McClellan den ar munudoù da geñver e rakaozadurioù ha gourdoniñ eus un tu, eus un tu all e oa neuze un den a zisplije dezhañ kaout pres warnañ. Pa oa lakaet e-tal dezhañ un enebour bliv e oa stanket da geñver spered, dreist-holl pa oa e-pad un emgann. Boaz e oa da uhelaat a galz an niver a enebourien en doa e-tal dezhañ, displijet bras e oa gant ar gadoniezh gant korfadoù lu bras. Alies e laoske ul lod bras eus e unvezhioù soudard hep kemer perzh en emgann, dreist-holl pa oa mareoù devoudus a c'houlenne kemer riskloù.